Teirgwerzenn

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Un deirgwerzenn zo ur varzhoneg pe un darn eus ur varzhoneg teir gwerzenn enni.
Un doare da aesaat an deskiñ eo bet an deirgwerzenn e Kembre hag e Breizh.(Daveoù a vank)

E pep sonedenn e vez div bedergwerzenn da gentañ ha div deirgwerzenn goude.
Teirgwerzennek eo pep haiku.

  • An Buhez Sant Gwênolé Abat – Ar Kentaf eus a Lantevennec

Da Roe map Doe nep az croeas,
Dyt salut flam a dylamas,
Gant ez elevas ne fallas quet.

Quemer monet te haz Ytron,
Te az quosquor dre an mor don,
A faezçon bet [var] an Bretonet.

Deomp, deomp,deomp, deomp, deomp, deomp, d'ar gad !
Deomp, kar, deomp, breur, deomp, mab, deomp, tad !
Deomp ! Deomp ! Deomp holl ! Deomp 'ta, tud vat !

Yr ystwfwl, a'r hwn draw,
Mwy gorddyvnaeal amdanaw
Elwch llu, a llwybyr anaw !

E yezhoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En Divina Commedia gant Dante (1307) e kaver an terzina dantesca pe terzina incatenata, ijinet gant an oberour, hag ouzhpenn an terza rima hervez ar patrom aba/bcb/cdc.
Portugaleg
Implijet e voe gant Camões e meur a varzhoneg , evel en O sulmonense Ovídio, desterrado.
Saozneg
Krouet e voe e saozneg gant Thomas Wyatt er XVIvet kantved.
Implijet e voe gant Percy B. Shelley, ha gant George Byron e The Prophecy of Dante.
Spagnoleg
E Spagn e komzer eus terceto encadenato.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]