Kastell Chinon

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
MONUMANT Monumant istorel ISTOREL
Kastell Chinon, dreist ar gêr gozh, gwelet eus ribl ar stêr Vienne.

Kastell Chinon zo ur c'hastell e kumun Chinon, war lez ar stêr Vienne, e-kreiz Bro-C'hall.

Teir lodenn rannet gant douvezioù a ya d'ober ar c'hastell e gwirionez, anvet "Fort du Coudray", "Château du Milieu" ha "Fort Saint-Georges".

Da vare ar Romaned e oa ur c'hreñvlec'h eno, war ur run dreist ar stêr. Kreñvaet e voe c'hoazh gant Teobald Iañ (kont Bleaz), e dibenn an Xvet kantved. E-pad an XIIvet kantved e oa Chinon en Anjev (a oa dizalc'h diouzh ar rouantelezh c'hall en amzer-se), hag unan eus lec'hioù annez karetañ ar roue saoz Herri II Plantagenêt e oa. Evel Poitiers ha Bourdel e oa Chinon unan eus ar c'hêrioù a bouez e domanioù an tiegezh Plantagenêt war an douar-bras. Gant Herri II e voe brasaet ar c'hastell a dapas neuze 400 metr hed war 76 metr led. Er XIVvet kantved e voe ouzhpennet un tour-horolaj 35 metr uhelded. Faezhet e voe ar roue Herri II gant e zaou vab, Richarzh ha Yann, emsavet outañ, ha mervel a reas er c'hastell d'ar 6 a viz Gouere 1189. Douaret e voe en Abati Fontevraud, evel e wreg Eleanora Akitania hag e vab Richarzh Kalon Leon diwezhatoc'h.

E deroù ar XVvet kantved e oa an daofin gall Charlez VII o vevañ er c'hastell. Dont a reas Janed Ark di e penn kentañ he stourm da "vountañ ar Saozon e-maez Bro-C'hall". Anavezout a reas an daofin kuzhet e-touez an dud all, hervez a gonter, ha gant se e teuas a-benn da lakaat Charlez da vont da roue ha da vodañ un arme.

E dibenn ar XVIvet kantved e oa ar c'hastell etre krabanoù an Hugunoded ha graet e voe un toull-bac'h anezhañ gant Herri IV. Dont a reas ar c'hardinal Richelieu da vezañ perc'henn eus ar c'hastell e 1633, met ne voe ket dalc'het e ratre goude-se ha kregiñ a reas da gouezhañ en e boull. Gant Prosper Mérimée e voe lakaet kempennn ar mogerioù, dindan ren Napoleon III.