Euromaidan

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Euromaidan
dizurzh trevour, manifestadeg, protest
Rann eus2013–2014 Ukrainian political crisis Kemmañ
Anvet diwarUkraine–European Union Association Agreement, Maidan Nezalezhnosti Kemmañ
StadUkraina Kemmañ
E tiriadUkraina, Kyiv Kemmañ
Lec'hMaidan Nezalezhnosti, Ukraina Kemmañ
Daveennoù douaroniel50°27′1″N 30°31′26″E Kemmañ
Heuliet gantBrezel etre Ukraina ha Rusia Kemmañ
Deiziad2010s Kemmañ
Deiziad kregiñ21 Du 2013 Kemmañ
Deiziad echuiñ23 C'hwe 2014 Kemmañ
EfedMaidan casualties, impeachment of Viktor Yanukovych Kemmañ
Palaccession of Ukraine to the European Union Kemmañ
Deskrivet dreWinter on Fire: Ukraine's Fight for Freedom Kemmañ
Map

Euromaidan (ukraineg: Євромайдан, Yevromaidan 'Plasenn Euro'), pe Emsavadeg ar Maidan, a oa bet un hollad manifestadegoù ha trubuilhoù trevour en Ukraina. Kroget e oa d'an 21 a viz Du 2013 gant manifestadegoù ramzel e Maidan Nezalezhnosti (Plasenn an Dieubidigezh) e Kyiv. Ar vanifestadegoù a oa a-enep ar prezidant Viktor Ianoukovytch ha dreist-holl ar c'hoant a oa bet gantañ da chom hep sinañ an emglevioù tostaat etre Ukraina hag Europa, ha gwasoc'h c'hoazh evit an emsavidi e oa bet choazet gantañ tostaat ouzh Rusia hag Unvaniezh Ekonomikel Eurazian.

Parlamant Ukraina (Rada) a oa savet a-du dija evit an darn vrasañ gant sinañ an emgelv gant an Unvaniezh Europat, met Rusia a oa bet o pouezañ kreñv war Ukraina evit nac'hañ an emglev. Manifestadegoù sioul da gentañ, aet e oa war ledanaat al luskad ha kroget da c'houlenn ez afe kuit Ianoukovytch hag ar Gouarnamant Azarov. Ar vanifesterien a enebe ouzh breinadur ar gouarnamant, drougimplij ar galloud, torfedoù enep gwirioù Mab-Den, ha levezon an oligarked. Transparency International en doa lakaet an anv Ianoukovytch evel unan eus gwasañ drougskouerioù breinadur dre ar bed. D'an 30 a viz Du e oa skarzhet feuls ar vanifesterien ar pezh a oa bet mammenn d'ur c'hounnar brasoc'h c'hoazh. Euromaidan a oa bet ar brasañ luskad a-yoc'h demokratel en Europa abaoe 1989 ha diazez e oa bet e Reveulzi an dinded e 2014.