Rouantelezh Lindsey

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Pobloù Preden war-dro 700. Lindisfara eo galvet rouantelezh Lindsey

Rouantelezh Lindsey pe Linnuis pe Lindiswara a oa ur rouantelezh angl-ha-saozon bihan lec'hiet etre an Humber hag ar Wash. Ar Witham hag an Trent a verke e harzoù war-du ar c'hornôg. Enni e oa ur rannvro c'heuniek e su d'ar stêr Humber, Enez Axholme hec'h anv. Krediñ a reer e oa Lincoln e gêrbenn met anvioù-lec'h a zamveneg en em astennas ar pobladur war-dro Winteringham ha Winterton da gentañ. E anv a dalvez Enez Lincoln ar pezh a vez displeget gant ar fed e oa kelc'hiet gant ar mor ha gant tirioù gleb kenañ. Hervez an Tribal Hidage e talc'he 7.000 hid.

Lec'hiet en ur rannvro digenvez, n'he deus ar rouantelezh hogozik istor skrivet ebet ha n'anavezer ket anv e rouaned dre nestedoù savet e-pad ren ar roue Offa eus Mercia. Predenek eo anv un nebeud anezho ar pezh a zamveneg e oa a-nebeutig an tremen eus ar vrezhoned d'an Angled hag e oa un emglev etre uhelidi an div bobl.

Ma oa galloudus ar rouantelezh d'un ampoent'zo e voe e deroù e istor. Pa zeu war wel e anv evit ar wech gentañ en testennoù miret ganto eo ur stad sujet dija, dindan ar veli, hervez ar marevezh, eus Northumbria pe Mercia. Da get e oa aet pa oa bet deuet an drevadennerien danat.

Roll rouaned Lindsey

  • Winta
  • Cretta
  • Cuelgils
  • Caedbaed
  • Bubba
  • Beda
  • Biscop
  • Eanferð
  • Eatta
  • Aldfrið